Romaned 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag den e‐bed na vezo justifiet dirazhan dre oberou al lezen; rag dre al lezen eo e teu an anaoudegez euz ar pec’hed. |
ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.
Rak n’eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet.
Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n’eo ket bet graet da Abraham pe d’e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz.
Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.
Rak ar pec’hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec’hed n’eo ket kontet pa n’eus lezenn ebet.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,
Rak ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus tromplet ac’hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
Perak? Dre ma n’o deus ket he c’hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh,
oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras.
rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.