Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.
Romaned 16:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e‐kenver ar mad ha pur e‐kenver an drouk. |
Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.
Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.