Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.
Romaned 16:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c’hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Saludit Philologus ha Julia, Nerea hag he c’hoar, hag Olympia, hag an holl Zent a zo ganthe. |
Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.
Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.
Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d’ar sent a zo en Efez ha d’ar feizidi e Krist Jezuz:
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!