hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.
Romaned 15:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met bremañ ez an da Jeruzalem da sikour ar sent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes breman ez an da Jerusalem, da gas d’ar Zent eun tam sicour. |
hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.
Goude ma voe c’hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.
Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastañ a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost.
Ha bremañ setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c’hoarvezo ganin,
Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,
o pediñ ac’hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijañ ar sent.
en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c’hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.
Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.