hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,
Romaned 15:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude, breudeur, em eus skrivet deoc’h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniñ ho soñjoù, hervez ar c’hras a zo bet roet din gant Doue Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude, breudeur, em euz scrivet deoc’h gant mui a hardiegez marteze, evit digas da zonj deoc’h, euz an traou‐man, hervez ar c’hras a zo bet roet d’in gant Doue, |
hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,
Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.
o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz;
Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.
Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.
Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.
Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
Breudeur, ho pediñ a ran da c’houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc’h e nebeut a c’herioù.
Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.
Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.
Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ, deoc’h-c’hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc’h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c’hellot krediñ en anv Mab Doue.