koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiñ gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.
Romaned 14:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur. |
koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiñ gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.
Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!
Mab an den, an dud-se a zoug o idoloù en o c'halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhañ en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?
Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak e touji da Zoue. Me eo an AOTROU.
Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.
Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant,
Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa’z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.
An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret.
Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc’h en e sav pe mar kouezh, d’e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.
Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.
Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.
evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,
Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,
daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac’hanoc’h ha n’och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?
Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.
Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.