Romaned 12:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc’h, bezit e peoc’h gant an holl dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar d’eo possubl, hag en kement ha ma tepant ouzoc’h, bevit en peoc’h gant an holl dud. |
Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?
Touellerezh a zo e kalon ar re a ijin an droug, met levenez a zo evit kuzulierien ar peoc'h.
lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d’en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.
Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.
Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc’h-c’hwi ivez, ar re a zo e Rom.
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c’hoar n’int ket dalc’het neuze. Met Doue en deus hor galvet d’ar peoc’h.
A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.