Romaned 11:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma’z oc’h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc’h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma’z oc’h bet ive gwech‐all dizent ouz Doue, ha m’hoc’h euz koulskoude kavet breman trugarez dre ho dizentidigez; |
en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m’o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc’h.
hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.
Diwar-benn ar gwerc’hezed, n’em eus gourc’hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.
Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,
c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.