Rag mar d’eo deuet ar bed da veza unanet gant Doue, dre ma’z eo bet ar re‐man taolet a‐gostez, pa vezint galvet a‐nevez, petra a vezo kement‐se, nemed eur resurrection euz a varo?
Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.
Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec’h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.