Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.
Romaned 11:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c’hig ha salviñ hiniennoù anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o klask, mar gallan, lakaad an dud euz va goad da c’hoantaad beza par d’ar re all, ha da zavetei unan‐benag anezhe. |
Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.
C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue?
Met e lavaran: Ha n’en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc’h dre ur vroad diskiant.
Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N’eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d’ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno.
Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,
Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.
eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.
Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac’h? Pe ha gouzout a rez, ozhac’h, hag e salvi da wreg?
Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.
Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.
en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,
Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,
ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec’her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.