Ozea 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim. |
Rachel he doa kemeret an terafim hag o lakaet e bas ar c'hañval, hag ec'h azezas warno. Laban a furchas an deltenn holl, ha n'o c'havas ket.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Jozia a gasas kuit ar re a c'houlennatae speredoù hag ar sorserien, an terafim, an idoloù, hag an holl euzhusterioù a veze gwelet e bro Juda hag e Jeruzalem, evit seveniñ komzoù al lezenn skrivet el levr en doa kavet an aberzhour Hilkija e ti an AOTROU.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
Setu ar gwiskamantoù a raint: Ur gwisk-bruched, un efod, ur sae, un doneg brodet, un diarenn hag ur gouriz. Ober a raint gwiskamantoù santel da Aaron da vreur ha d'e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien.
Ober a raint an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel un oberenn arzour.
He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.
An tan a zo deuet eus ur skoultrig eus he brankoù, devet en deus he frouezh, ha n'he deus ken a skourr kreñv da vezañ ur vazh-roue. Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan.
Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c'hoad hag ar maen.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ra vo lamet an diarenn ha tennet ar gurunenn, cheñchet e vo an traoù, ar pezh a zo izel a vo uhelaet, ar pezh a zo uhel a vo izelaet.
Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreñvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac'har.
Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.
Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.
Pelec'h emañ da roue eta? Ra zieubo ac'hanout ez holl gêrioù! Pelec'h emañ da varnerien, ac'h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha priñsed?
Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.
Hag e lakaas dezhañ an doneg, e c’hourizas anezhañ gant ar gouriz, e wiskas anezhañ gant ar sae, e lakaas warnañ an efod, e c’hourizas anezhañ gant gouriz an efod en doa gwisket anezhañ gantañ,
Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer.
En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.
Rak mar pec’homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec’hedoù,
Hemañ, Mika, en doa un ti doueoù; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhañ.
Neuze ar pemp den a oa aet evit spiañ bro Laish a gomzas, o lavarout d'o breudeur: Hag e ouzoc'h ez eus en tiez-mañ un efod ha terafim, ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet? Gwelit eta bremañ ar pezh hoc'h eus d'ober.
Gedeon a reas gant-se un efod, hag e lakaas anezhañ en e gêr en Ofra. Holl Israel a zeuas eno d'en em reiñ d'ar gasterezh war e lerc'h, hag e voe ur pech evit Gedeon hag evit e di.
Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan.
An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.
An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eñ evidout, rak n'eus amañ hini all ebet nemet hemañ. David a lavaras: N'eus ket eveltañ, ro-eñ din.
Neuze ar roue a lavaras da Zoeg: Distro hag en em daol war an aberzhourien. Ha Doeg an Edomad a zistroas hag en em daolas war an aberzhourien, hag e lazhas en deiz-se pemp den ha pevar-ugent o tougen an efod lin.
Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.
Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.
hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar mab Akimelek: Degas din an efod mar plij. Abiatar a zegasas an efod da Zavid.