La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Ozea 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.

Ver Capítulo



Ozea 13:3
11 Referencias Cruzadas  

Bez e vint evel plouz dirak an avel, evel ar pell savet dre ar barrad-amzer.


Ar spouronoù o deus troet em enep, redek a reont war-lerc'h va ene evel an avel, va eurvad a zo tremenet evel ur goumoulenn.


Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.


Ra savo Doue hag e enebourien a vo stlabezet, ar re a gasa anezhañ a dec'ho kuit a-zirazañ.


Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.


Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.


Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.


a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h!


Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.