Ozea 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me am eus renet kammedoù Efraim en ur gemer anezhañ dre an divrec'h, met ne ouient ket e pareen anezho. |
Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
Gwelet hoc'h eus ar pezh am eus graet d'an Ejipt, ha penaos em eus ho touget war eskell erer ha lakaet da zont da'm c'havout.
Servijañ a reot an AOTROU ho Toue, hag e vennigo da vara ha da zoureier hag e lamin ar c'hleñved eus da greiz.
Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.
En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti.
Ha n'eus ket a valzam e Galaad? Ha n'eus ket a vedisin eno? Perak eta n'eo ket yac'haet gouli merc'h va fobl?
Yac'haat a rin o emsavadeg, o c'harout a rin a-volontez-vat, rak va c'hounnar a zo distroet diouto.
N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.
Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.
hag er gouelec'h, e-lec'h ma ec'h eus gwelet an AOTROU da Zoue o tougen ac'hanout evel ma toug un den e vab, a-hed an hent hoc'h eus graet evit dont betek al lec'h-se.
Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!
Az pez soñj eus an hent en deus lakaet ac'hanout da gerzhout ennañ an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz er gouelec'h, evit da izelaat ha da amprouiñ, evit gouzout petra a oa ez kalon ha ma virfes e c'hourc'hemennoù.