Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Ozea 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi, rak n'oc'h ket va fobl ha n'on ket deoc'h. |
Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Met an deiz war-lerc'h, Pashur a dennas Jeremiaz eus an toull-bac'h. Jeremiaz a lavaras dezhañ: An AOTROU n'en deus ket da anvet Pashur, met Magor-Misabib.
Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!
Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!