Joaz a c'hourvezas gant e dadoù, ha Jeroboam a azezas war e dron. Joaz a voe sebeliet e Samaria, gant rouaned Israel.
Ozea 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz an AOTROU a voe disklêriet da Ozea mab Beeri, en deizioù Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekias, rouaned Juda, hag en deizioù Jeroboam mab Joaz, roue Israel. |
Joaz a c'hourvezas gant e dadoù, ha Jeroboam a azezas war e dron. Joaz a voe sebeliet e Samaria, gant rouaned Israel.
Joaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Samaria gant rouaned Israel. Ha Jeroboam e vab a renas en e lec'h.
Er pempzekvet bloaz eus Amazia mab Joaz roue Juda, e teuas Jeroboam mab Joaz da roue war Israel e Samaria, evit ur bloaz ha daou-ugent.
En eilvet bloaz eus Pekak mab Remalia roue Israel, e teuas da roue Jotam mab Ozia roue Juda.
Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
Azaria a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jotam pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jerusha merc'h Zadok.
Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.
Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.
Hag e c'hoarvezas e deizioù Akaz mab Ozia, roue Juda, penaos Rezin, roue Siria, ha Pekak mab Remalia, roue Israel, a bignas a-enep Jeruzalem evit he sezizañ. Met ne c'helljont ket he zrec'hiñ.
Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,
komz an AOTROU a voe disklêriet da Ezekiel an aberzhour, mab Buzi, e bro ar Galdeiz, tost da stêr Kebar. Eno e voe dorn an AOTROU warnañ.
Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.
Komz an AOTROU a voe disklêriet da Vika ar Morastad, en deizioù Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda, ha setu ar pezh a welas diwar-benn Samaria ha Jeruzalem.
D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat.
rak ar brofediezh n’eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.