E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.
Niveroù 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er reter, war-zu ar sav-heol, e vo banniel kamp Juda, gant e strolladoù; Nahashon mab Aminadab a vo priñs mibien Juda |
E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.
Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutañ eo deuet ur priñs, met an henañded a voe da Jozef.
Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc'h Aminadab c'hoar Nahashon, hag e c'hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.
Ar re a gampe dirak an tabernakl, ouzh ar reter, dirak teltenn an engalv, war-zu ar sav-heol, a oa Moizez, Aaron hag e vibien, a voe roet dezho karg ar santual, karg evit mibien Israel. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.
hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Nahashon mab Aminadab.