Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod. Bez' e oant war-dro c'hwec'h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.
Niveroù 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gra an niveradeg eus holl vodadenn mibien Israel, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, an holl baotred, dre roll dud, |
Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod. Bez' e oant war-dro c'hwec'h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.
Pa ri kont mibien Israel evit o niveradeg, pep hini anezho a raio ur prof d'an AOTROU evit daspren e ene pa vint niveret, ha ne vint skoet a c'houli ebet pa vint niveret.
Arc'hant ar vodadenn a voe niveret a oa kant talant ha mil seizh kant pemzek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual,
un hanter sikl dre benn, an hanter eus ur sikl, hervez sikl ar santual, evit kement a dremenas dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc'h, da lavarout eo evit c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant den.
hag e tastumjont an holl vodadenn d'an deiz kentañ eus an eil miz; hag e voent rollet hervez o ziegezhioù, dre diez o zadoù, o niveriñ dre benn o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn.
Mibien Simeon a voe niveret, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, an holl baotred, dre roll dud, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,