Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.
Niveroù 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentañ eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout: |
Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.
D'an trede miz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, e teujont en deiz-se da c'houelec'h Sinai.
O vezañ aet kuit eus Refidim, e teujont da c'houelec'h Sinai hag e kampjont er gouelec'h. Israel a gampas eno dirak ar menez.
Me en em gavo eno ganit; hag e lavarin dit, diwar-c'horre al lec'h-a-drugarez a-douez an daou cherubin a vo war arc'h an Testeni, kement holl a c'hourc'hemennin dit evit mibien Israel.
hag e tastumjont an holl vodadenn d'an deiz kentañ eus an eil miz; hag e voent rollet hervez o ziegezhioù, dre diez o zadoù, o niveriñ dre benn o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn.
An AOTROU a lavaras trumm da Voizez, da Aaron ha da Vari: Kit ho tri da deltenn an engalv. Hag ez ejont o zri.
An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, d'an eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, er miz kentañ, o lavarout:
D'an daou-ugentvet bloaz, d'an unnekvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ evito,
An amzer ma'z omp bet o kerzhout eus Kadesh-Barnea betek tremen froud Sered a zo bet eizh vloaz ha tregont, betek ma voe kuzumet holl rummad an dud a vrezel a-greiz ar c'hamp, evel m'en doa touet an AOTROU dezho.
Rak an AOTROU da Zoue en deus da venniget e kement a ri gant da zaouarn. Anavezet en deus da gerzhadeg dre ar gouelec'h bras-mañ. An AOTROU da Zoue a zo bet ganit e-pad an daou-ugent vloaz-se, ha netra n'en deus graet diouer dit.