Nahum 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kush a oa he nerzh hag an Ejipsianed hep niver, Pud hag al Libianed a zeue d'he skoazellañ. |
Bez' e oa gantañ mil daou c'hant karr ha tri-ugent mil marc'heger, hag ur bobl diniver a zeuas eus an Ejipt gantañ, Libiz, Sukkiiz hag Etiopiz.
An Etiopiz hag al Libiz, ha ne oant ket un arme vras-meurbet, gant kirri ha marc'hegerien niverus? Met dre ma ec'h eus en em harpet war an AOTROU, lakaet en deus anezho etre da zaouarn.
Neuze an dud a vo spontet ha mezhek en abeg d'an Etiopia o esperañs ha d'an Ejipt o gloar.
Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.
Tud eus Persia, Lud ha Pud a zo bet ez armead evel soudarded; ispilhet o deus en da di ar skoed hag an tokarn, splannder o deus roet dit.
P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difiñv.
Kush, Pud ha Lud, an holl Arabia ha Kub, hag holl vibien bro an emglev, a gouezho ganto dre ar c'hleze.
Mab an den, lavar da Faraon roue an Ejipt ha d'e engroez: Ouzh piv ez out heñvel ez braster?
Hag e vo mestr war an teñzorioù aour hag arc'hant, ha war holl draoù prizius an Ejipt. Al Libiz hag an Etiopiz a vo war e lerc'h.