An daou dra-se o deus c'hoarvezet ganit, ha piv a druezo ouzhit? Ar glac'har hag an distruj, an naonegezh hag ar c'hleze, ha dre biv e frealzin ac'hanout?
Nahum 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl re a welo ac'hanout a dec'ho pell diouzhit, hag a lavaro: Ninive a zo distrujet! Piv en devo truez outi? Pelec'h e klaskin frealzerien dit? |
An daou dra-se o deus c'hoarvezet ganit, ha piv a druezo ouzhit? Ar glac'har hag an distruj, an naonegezh hag ar c'hleze, ha dre biv e frealzin ac'hanout?
Rak piv en defe trugarez ouzhit, Jeruzalem? Piv a ouelfe warnout? Piv a zistrofe evit goulenn diwar da benn?
Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria.
Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h.
Holl re eus Israel a oa en-dro dezho a dec'has d'o c'hriadennoù, o lavarout: Gant aon na lonkfe an douar ac'hanomp!
En em zerc’hel a raint pell gant aon rak hec’h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c’halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.