Nahum 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.
Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.
evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.
Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.
P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difiñv.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhañ, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrañjourien dre e zorojoù, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.