Me am eus gwelet penaos ar re a labour an direizhder hag a had ar boan, a ved ivez anezho.
Mika 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An douar a zeuio da vezañ un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoù. |
Me am eus gwelet penaos ar re a labour an direizhder hag a had ar boan, a ved ivez anezho.
En deiz-se e gêrioù kreñv a vo evel ur brank pe ur skourr uhel bet dilezet en abeg da vibien Israel, hag e teuint da vezañ un distruj.
Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.
Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.
An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.
bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
hag e lavari da bobl ar vro: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn tud Jeruzalem ha douar Israel: Debriñ a raint o bara gant enkrez hag evañ a raint o dour gant spont, rak e vo diwisket ar vro eus he leunder, en abeg da feulster an holl re a zo o chom enni.
Hag e lakain ar vro da vezañ ur glac'har hag ur gouelec'h, hag e paouezo lorc'h he nerzh. Menezioù Israel a vo gwastet, den ebet ne dremeno ken drezo.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.
Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.
Setu perak em eus skoet ganit hag ez out klañv, da zistrujet em eus en abeg da'z pec'hedoù.