Mika 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù. |
Rak ne gomzont ket a beoc'h, met raktresañ a reont touellerezh a-enep tud peoc'hiek ar vro.
da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.
Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!
O zeod a zo ur bir lazhus a lavar gevier. Pep hini en deus ar peoc'h en e c'henoù gant e nesañ, met en e galon e stegn antelloù dezhañ.
Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.
Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc'h.
Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec'h ma'z int lartaet.
Hag e kastizin en deiz-se an holl re a lamm dreist an treuzoù, hag ar re a leugn ti o aotrou a daerder hag a floderezh.
He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.
O gouzoug a zo ur bez digor, lakaet o deus o zeod da servijañ da douellerezh, ur binim a naer-aspig a zo dindan o muzelloù,