Mika 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Daoust hag ez eus c'hoazh e ti an den direizh teñzorioù prenet disleal, hag un efa re vihan, ar pezh a zo un euzhusted? |
Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.
Daou bouez ha daou efa (unanenn ec'honad 30 l) a zo unan hag egile un euzhusted dirak an AOTROU.
N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.
Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!
Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.
Hag e kastizin en deiz-se an holl re a lamm dreist an treuzoù, hag ar re a leugn ti o aotrou a daerder hag a floderezh.
Hag e lavaris: Petra eo? Respont a reas: Un efa eo oc'h en em ziskouez. Lavarout a reas c'hoazh: O doare oc'h en em ziskouez en holl vro eo.
Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.