C'hoarvezout a reas en amzer-se ma pellaas Juda digant e vreudeur ha ma'z eas etrezek un den eus Adullam anvet Hira.
Mika 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Degas a rin dit ur perc'henner all, plac'h Maresha! Gloar Israel a yelo betek Adullam. |
C'hoarvezout a reas en amzer-se ma pellaas Juda digant e vreudeur ha ma'z eas etrezek un den eus Adullam anvet Hira.
Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.
Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?
Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n'en deus mab ebet? Ha n'en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emañ o chom e bobl en e gêrioù?
Mont a reas David ac'hane, hag e tec'has da gev Adullam. E vreudeur hag holl diegezh e dad a ouezas kement-se, hag e tiskennjont d'e gavout eno.