Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.
Mazhev 9:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras d’e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz d’he ziskibien: An eost a zo braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé e laras d’é zisciplèd: Un æst bras e zou, mæs n’en dès chet calz a vedérion. |
Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.
Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.
It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc’he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d’hor sikour.
rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d’ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.
Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,
Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac’hanoc’h. Bez’ int eus an amdroc’h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon.
Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.