Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremañ da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel.
Mazhev 9:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n’eo bet gwelet kemend-all en Israel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe kasset kuit an drouk‐spered, an den mud a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent: Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha goudé ma oé casset en droug‐sperèd er mæz, en dén mud e conzas; hag en dud e oé souéhet, hag e laré: Biscoah n’ès bet gùélet quement‐cé én Israël. |
Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremañ da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel.
ar c'hamm a lammo evel ur c'harv, teod an hini mut a gano a levenez, rak doureier a strinko er gouelec'h ha froudoù el lec'h didud.
Graet ec'h eus sinoù ha burzhudoù e bro Ejipt, betek hiziv, hag en Israel hag e-touez an dud, ha graet ec'h eus dit un anv evel m'emañ hiziv.
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all.
Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d’ar bobl en heulie: Me a lavar deoc’h penaos ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.