Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Mazhev 8:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re o mesae a dec’has kuit hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an diaouled. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar re ho diwalle a dec’haz, hag o veza deuet en kear, e tisclerjont pep‐tra, hag ar pez a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an drouk‐sperejou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé er vugulion en n’hum laquas de redec, ha pe oent oeid é kær, a larant pep‐tra, hag er péh e oé digoéhet d’er ré e oé dalhet guet en droug‐sperèdeu. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc’het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c’her hag a yac’haas an holl re a oa klañv,
Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc’h. Ha setu, an holl vandenn en em daolas war red eus al lec’h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.