Amazia a lavaras d'an den a Zoue: Met penaos ober diwar-benn ar c'hant talant am eus roet da strolladoù Israel? An den a Zoue a lavaras: An AOTROU a zo evit reiñ dit muioc'h kalz.
Mazhev 6:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na vezit ket nec’het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra e vimp gwisket? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na vezit ket eta en sourci, o lavaret: Petra a zebrimp‐ni? pe, petra a evimp‐ni? pe, gant petra en em wiskimp‐ni? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne hum néhancet quet enta, én ul laret: Petra e zaibrehemb‐ni, pé petra e ivehemb‐ni, pé a beban hur bou ni d’hum husquein? |
Amazia a lavaras d'an den a Zoue: Met penaos ober diwar-benn ar c'hant talant am eus roet da strolladoù Israel? An den a Zoue a lavaras: An AOTROU a zo evit reiñ dit muioc'h kalz.
komzoù e c'henoù a zo dousoc'h eget an amann, met ar brezel a zo en e galon, e gomzoù a zo c'hwekoc'h eget an eoul, met klezeier noazh ez int.
An diskibien a lavaras: Penaos e c’hellfemp kavout el lec’h distro-mañ bara a-walc’h da bredañ kement a dud?
Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.
Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?
Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec’h gant kalz a draoù.
Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c’halloudek, n’en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,
Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.
N’en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec’het.
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,