met bremañ em eus dibabet Jeruzalem evit ma vo va anv enni, ha dibabet em eus David da vezañ war va fobl Israel.
Mazhev 5:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) na dre an douar, rag scabel he dreid eo; na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Na dré en douar, rag scabel é dreid é; na dré Jerusalem, rac kær er Roué bras é. |
met bremañ em eus dibabet Jeruzalem evit ma vo va anv enni, ha dibabet em eus David da vezañ war va fobl Israel.
An AOTROU a zo bras ha din-meurbet da vezañ meulet, e kêr hon Doue, war e venez santel.
Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c’hellez ket lakaat ur vlevenn da vezañ gwenn pe du.
An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec’h va diskuizh.?
Eñ a gasas ac’hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue,
Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.