Mazhev 5:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet hoc’h eus c’hoazh penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc’hel a ri e-keñver an Aotrou d’al leoù az po graet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Klevet hoc’h euz c’hoas eo bet lavaret d’ar re goz: Na doui ket en faoz, mes derc’hel a ri e‐kenver Doue d’al le az pezo great. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Cleuet e hoès hoah penaus e m’a bet laret de ré gouh: Ne douïei guet énep d’er huirioné, mæs gobér e rei hou lé d’en Eutru Doué. |
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.
Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet.
Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.
Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù.
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,