Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
Mazhev 5:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na ri ket a avoultriach. Mes me a lavar deoc’h penaos kement hini hag a zell ouz eur vaouez gant c’hoantegez anezhi, hen deuz dija great avoultriach ganthi en he galon. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs m’el lare d’oh: Penaus quement hani hag e zell arh ur voés, guet hoant anehi, en dès guétan kaër groeit avoultriach guet hi, én é galon. |
Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Mard eo bet va c'halon touellet gant ur vaouez, mard on bet o c'hedal e-kichen dor va nesañ,
Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.
Na c'hoanta ket he c'haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da'z tapout gant he malvennoù.
ec'h orgedas outo adalek sell kentañ he daoulagad, hag e kasas kannaded dezho da Galdea.
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.
Pa vo kavet un den o kousket gant ur wreg dimezet d'ur gwaz, e varvint o-daou, an den en devo kousket gant ar wreg hag ar wreg. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.
O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.
rak kement a zo er bed, c’hoantegezh ar c’hig, c’hoantegezh an daoulagad ha lorc’h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.