Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel.
Mazhev 27:66 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ind e yas enta d’er bé, hag er stanquas erhat; Nezé ind e laquas er siel ar er mein e oé doh er golein, ha vrezélision étal d’hou. |
Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel.
hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d’ar veleien vras kement a oa c’hoarvezet.
Ha setu, e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Jozue a lavaras: Ruilhit mein bras ouzh digor ar vougev, ha lakait en he c'hichen tud d'he diwall.
Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.