Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Mazhev 27:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 E mesq péré e oé Mari‐Madelen, Mari mam Jaq ha Jojeb ha mam bugalé Zebede. |
Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.
O vezañ adsavet a varv da veure ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m’en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d’an ebestel.
kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac’haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
Mamm Jezuz, c’hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc’he tost ouzh kroaz Jezuz.
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi.