Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Mazhev 27:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re all a lavare: Lez, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d’e saveteiñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ar re all a lavare: Lest, gwelomp ha dond a raio Elias d’he zavetei. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ol er ré ral e laré: Gorteit de houd ag ean e zei Eli d’en distaguein. |
Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war e lerc'h ha tapit anezhañ, rak n'eus den d'e zieubiñ.
Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ.