An dismegañs he deus rannet va c'halon, hag e hirvoudan. Gortozet em eus truez met en aner, frealzerien met n'em eus ket kavet.
Mazhev 27:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha rag‐tal unan anezhe a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a win‐egr, hel lekeaz e pen eur gorzen, hag e roaz dezhan da eva. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quentéh unan anehai e ridas de glubein un tam spoué é guin‐trinq ha guet ur gorzen er sàüas betic é veg. |
An dismegañs he deus rannet va c'halon, hag e hirvoudan. Gortozet em eus truez met en aner, frealzerien met n'em eus ket kavet.
e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl. Ha p’en doe tañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d’e ziskenn.