Mazhev 27:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e‐tro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Eli, Eli, lama sabachthani? da lavaret eo: Va Doue, va Doue, perag ec’h euz‐te va dilezet? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ardro en nàuvèd ær, Jesus e lausquas un taul vouéh, én ul laret: Eli, Eli, lamma sabacthani! de laret‐é: Men Doué, men Doué, perac en e hoès hui men délézet? |
o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war e lerc'h ha tapit anezhañ, rak n'eus den d'e zieubiñ.
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
D’an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet?
Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,