Mazhev 27:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen adalek ar c’hwec’hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs a houdé en huéhvèd ær bet en nàuvèd, ol en douar oé bet goleit a dihoeldæt. |
Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.
Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue.
Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.
hag e tigoras puñs an donder, hag e savas eus ar puñs ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teñvalaet gant mogedenn ar puñs.