Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?
Mazhev 26:67 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont taolioù-dorn dezhañ, ha re all a roe karvanadoù dezhañ Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e cranchjont ouz he vizach, hag e rojont taoliou‐dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, en eur lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quentéh é oé bet scopet en é zrem; scoeit a dauleu dourn, hag ur ré benac hum laquas d’er jottadein én ul laret: |
Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?
Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.
Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h a oa en dor uhelañ Benjamin, e ti an AOTROU.
Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Mar en dije he zad krañchet ouzh he dremm, ha ne vije ket goloet a vezh e-pad seizh devezh? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, ha goude-se e vo degemeret ennañ.
Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.
Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.
P’en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c’harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur?
falstamallet, ec’h aspedomp. Deuet omp betek vremañ evel skubadur ar bed, distaoladur an holl.
neuze e c'hoar-gaer a dostaio outañ dirak an henaourien hag a lamo e votez diwar e droad hag a grañcho ouzh e zremm hag a responto o lavarout: Evel-se e vo graet d'an den na sav ket ti e vreur.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.