Em gwele e-pad an noz, em eus klasket an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.
Mazhev 25:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma talee ar pried da zond, e voredjont holl hag e choumjont kousket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag él ne zé quet bean er prièd, ind e gouéhas én ur morgousquèd e zas quênt pell de vont ponnér. |
Em gwele e-pad an noz, em eus klasket an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.
Kousket e oan, met va c'halon a veilhe. Setu mouezh va muiañ-karet, skeiñ a rae: Digor din va c'hoar, va c'haredig, va c'houlm, va hini beurvat! Rak va fenn a zo gleb gant ar glizh ha va rodelloù gant takadennoù an noz.
Diwisket em eus va sae, penaos e wiskin anezhi en-dro? Gwalc'het em eus va zreid, penaos e louzin anezho en-dro?
Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.
Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,
Dont a reas da gavout an diskibien hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n’hoc’h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,
Me a lavar deoc’h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
Neuze en em lakaas da lavarout d’ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.
Ha kement-se a dleit d’ober en abeg d’an amzer ma’z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c’housk, pa’z emañ ar silvidigezh tostoc’h deomp eget pa hon eus kredet.
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.