Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
Mazhev 25:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, an hini hen doa bet ar pemp talant a ieaz, hag a drafikaz ganthe; hag a c’hounezaz pemp talant all. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé en hani en doé digueméret er puemp taland e yas hag hou laquas é marhadeu, hag e hounias puemp arall. |
Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.
O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.
Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.
Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.