Mazhev 25:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ a respontas: Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’anavezan ket ac’hanoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a respontaz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’hoc’h anavezan ket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs er prièd e laras: M’el lare d’oh guet guirioné, n’hou ç’hanàuan quet. |
Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec’herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.