Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.
Mazhev 25:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes, e‐pad ma’z eent da brena, ar pried a zeuaz; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan e sal an eured, hag e oe serret an nor. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs épad ma yént de brenein e tas er prièd; hag er ré anehai e oé daré e yas quet‐hou é sal en æred, ha nezé e oé bet cherret en ôr. |
Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.
Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.
Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.
Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.
An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!