Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
Mazhev 24:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc’h ober evel-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar servicher‐ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel‐se pa erruo. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eurus é er méhuel‐zé, mar er have é Eutru, a pe zei én drô, é hobér él‐cé. |
Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc’husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d’ar re gentañ.