Mazhev 24:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel‐se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag él me oé en déieu Noé, él‐cé ehué e digoéhou de zonnedigueah Mab en Dén. |
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d’o c’has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.
ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,