Mazhev 24:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou‐me na dremenint ket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En Nean hag en douar e drémenou, mæs me honzeu ne drémeneint quet. |
Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.
Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.
Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.
Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.
evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.
Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc’h en Aviel.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec’hioù.