Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Mazhev 22:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha den na hellaz respont eur ger dezhan; hag adaleg an devez‐ze den na gredaz ken hen interroji. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha dén ne zeuhanteras guir dehou: hag a houdevèh dén ne gredas en aterçein. |
Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N’out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.
Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout.