La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 22:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mar galv eta David anezhan he Aotrou, penaos ec’h hell hen beza mab dezhan?

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Mar er galhue enta David é Eutru, penaus é‐ma ean é vab?

Ver Capítulo



Mazhev 22:45
9 Referencias Cruzadas  

An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.


Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.