Mazhev 22:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, hag euz da holl ene, hag euz da holl spered. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e laras tehou: Hui e gârou hou Toué a ol hou calon, a ol hou sperèd, hag a ol hou ç’inean: |
ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
Bremañ eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,
An AOTROU da Zoue a amdroc'ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.