Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
Mazhev 22:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag unan anezho, un doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ evit e amprouiñ: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag unan anezhe, eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag unan a nehai, den ag el lézen, e houlennas guet‐hou, é sigur en anzéein, |
Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
Ar farizianed a zeuas hag a c’houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit?
Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d’ar farizianed: Hag aotreet eo yac’haat d’an deiz sabad?
Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n’int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c’holl bolontez Doue en o c’heñver.
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
Pourchas gant aked beaj Zenaz, doktor al lezenn, hag hini Apolloz, en hevelep doare na vanko netra dezho.